© 2015 Yoann an Nedeleg / Conception Gwenael Le Bihan - Thomas Godin

  • Facebook - Grey Circle
  • Google+ - Grey Circle
  • YouTube - Grey Circle

Yoann an Nedeleg (Uillleann Pipes, Low Whistle, Duduk) a zo ur soner yaouank a-orin al leurenn vreizhat.

 

Ganet eo ‘barzh Sant-Brieg e kroazhent Breizh Izel ha Breizh Uhel. A-orin Treger-Goueloù ha Kerne-Uhel, e voe maget Yoann gant sevenadur Breizh dibaoe m’eo mousig. Skoliataet e voe e Diwan lec’h ma teskas komz brezhoneg koulz hag en em zigeriñ war sevenadurioù all. Kregiñ a reas gant ar sonerezh en ur zeskiñ seniñ bombard gant Gildas le Buhé ha Gwendal ar Bras pa oa eñ ‘barzh Bagad Sant-Brieg.

 

Da 14 vloaz e stagas gant ar binioù-kozh dindan alioù Stéphane Foll e skol sonerezh hengounel Sant-Brieg (SKV). Bammañ a reas ouzh son c’hwek ar pib-ilin (Piob Uilleann) pa gouezas enrolladennoù Davy Spillane ha John Mc Sherry ‘barzh e divskouarn. Peget ar c’hoant gantañ mestroniañ ar benveg-se e tapas kentelioù gant Loic Bléjean, pib-iliner ampart-tre . A-drugarez dezhañ e kejas ar soner yaouank gant Brendan Ring, soner ha luder pib-ilin hag a grouas ur benveg a-feson evitañ.

 

Entanet gant sevenadur, istor hag identelezhioù Breizh ec’h eas Yoann gant studioù war an Istor ha war ar brezhoneg (Skol-Veur Roazhon 2 ha Skol-Veur Brest) lec’h ma tapas daoù aotregezh a-raok mont da vro Iwerzhon lec’h ma studias ar sonerezh e skol-Veur vrudet Limerick (Irish World School of Music and Dance - Limerick) e 2009. Ar soner breizhat kentañ a voe Yoann o vont er skol-Veur-mañ lec’h ma tennas gounid deus ar c’hejadennoù hag ar ouiziegezhioù divent evit gouzout hiroc’h war danvez ar pib ilin ha sonerezh hengounel ar vro dre-vras. Kejañ a reas gant sonerien a-bep sort, en o zouez : Mikie Smyth. Distroet e 2010 en e vro c’henidik ec’h echuas e vaster furcherezh war dreuzkas ar sonerezh hengounel, ur studiadenn awenet gant e skiant-prenet bet tapet en Iwerzhon (Skol-Veur Roazhon II).

 

E 2013 e tivizas ar soner yaouank distreiñ da vro-Iwerzhon evit mont war ur Master of Arts Irish Traditionnal Music Performance e skol-veur Limerick tra-ken evit ' n em barfetat. A-drugarez d’ar raktres-se en deus bet Yoann ar chañs da gejañ ouzh muzisianed ampartañ sonerezh hengounel ar vro ha dreist-holl war dachenn ar pib-ilin. En o zouez e labouras ar pib-iliner yaouank gant Liam O’Flynn, Davy Spillane, Blackie O’Connell, Cillian Vallely, John Mc Sherry, Barry Kerr, Tyler Duncan, Tiarnan O’Duinchinn, Ronan Browne, Mick O’Brien, met ivez sonerien all evel Donal Lunny, Brian Finnegan, Karen Tweed, Alan Kelly, Niall Vallely, Ryan Molloy, Steve Cooney, …

 

Laouen-ruz eo bet Yoann o kenlabourat ha rannañ al leurenn gant un nebeud arzourien ha strolladoù brudet, en o zouez : Carré Manchot, Hadouk Trio, Rémi Martin, an daouad Martin-Pinc, an triad Bléjean-Cureau, Gwennyn, Hopi Hopkins pe c’hoazh Davy Spillane.

 

Seniñ ‘ra gant SKARAMAKA dibaoe 2008, gant Hopi Hopkins dibaoe 2012 hag gant BEO diaboe 2013. Desket en deus krouiñ lañchennoù gant Loic Bléjean, Brendan Ring, Mickey Dunne. Emañ Yoann o teskiñ luderezh ha krouiñ lañchennoù gant  Ronan Olivier, luder pib-ilin dibaoe 2014.

© Myriam Jégat